Anatoliy Karpov

A. Karpov

Anatoliy Yevgenyevitch Karpov (e ruseg: Анатолий Евгеньевич Карпов) a zo bet ganet d'an 23 a viz Mae 1951 e Zlatoust (Unaniezh Soviedel).

Mestrc'hoarier echedoù rusian ha soviedat, bet kampion ar bed.

Da bevar bloaz e krogas gant an echedoù. Da zaouzek vloaz e voe degemeret e skol brudet-kenañ Mikhail Botvinnik. Hemañ ne wele dazont ebet en echedoù gant ar paotr yaouank a zeuas buan da vout ar mestr yaouankañ eus an Unaniezh Soviedel a-raok bout trec'h en e gentañ tournamant etrebrodel un nebeud mizioù diwezhatoc'h. E 1967 e voe 5vet er C'hampionad Soviedel Junior; un nebeud mizioù goude e voe trec'h e Kampionad Europa. E 1969 e trec'has er C'hampionad Bed Junior gant 10 poent diwar 11. Un tammig war-lerc'h e kemeras ar 4vet plas e tournamant etrebroadel Caracas e Venezuela, o tont da vezañ ar Mestr Meur yaouankañ ag ar bed.

Dont a reas kampion ar bed e 1975 dre ma voe nac'het c'hoari gant Bobby Fischer. Trec'h e oa bet Karpov war Boris Spassky ha Viktor Korchnoi en tournamant prientiñ a-raok kampionad ar bed. E 1976 hag e 1981 e viras e didl a-enep da Viktor Korchnoi. E 1985 e kollas e didl kampion ar bed a-enep da Garry Kasparov.

Unan ag ar brasañ c'hoarierion ag an istor eo, dreist-holl abalamour d'e berzh en tournamantoù: 140 gwezh e teuas ar maout gantañ e tournamantoù brudet. Adalek 1978 betek 1998 en doa kemeret perzh e kement tro eus ar C'hampionad bedel FIDE. War e rollad: 1118 trec'hadenn, 287 partienn bet kollet ha 1480 partienn nul diwar un hollad a 3163 partienn bet c'hoariet. Ar renk Elo bet tizhet gantañ eo 2780.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search